Donedigezh vat

ReadMe OpenOffice.org 2.1

Evit an hizivaat diwezhañ eus ar restr readme, gwelouthttp://www.openoffice.org/welcome/readme.html

Arveriadez ker, arveriad ker,

Titouroù pouezus diwar-benn ar goulev-mañ a endalc'h ar restr-mañ. O lennit aketus kent kregiñ gant ho labour.

Ar gumuniezh OpenOffice.org, atebeg diorren ar c'henderc'had-mañ, a bed ac'hanoc'h da zegas ho kendaolad en ur vont da ezel. Evel arveriad nevez e vo kinniget deoc'h an dro da lenn ar stlennoù prizius roet war lec'hienn OpenOffice.org en ur lenn ar bajennad

http://www.openoffice.org/about_us/introduction.html

Ar c'hevrennoù da-heul a roy ditouroù deoc'h a-fet kemer perzh er raktres OpenOffice.org ivez.

Notennoù a-fet ar staliañ

Kefluniañ reizhiad azgoulennet

Sturioù ar c'hartennoù kevregat a vez abegoù kudennoù loc'hañ gant OpenOffice.org (da sk. sankadur) pe wereañ ouzh ar skramm alies. Mar kejit ouzh kudennoù ar seurt-se, hizivait stur ho kartenn gevregat pe grit ur prouad gant stur kevregat skoueriek ar reizhiad korvoiñ. Kudennoù skrammañ an ergorennoù 3M a c'hall bezañ diskoulmet en ur ziweredekaat an dibarzh "Arverañ Open GL" dindan Binvioù - Dibarzhioù - Skrammañ - Skrammañ 3M.

Gallout a rit staliañ OpenOffice.org 2.0 ha pa 'z ez eus staliet un handelv koshoc'h eus OpenOffice. Mar fell deoc'h distaliañ an handelv kozh war-lerc'h e vo ret deoc'h luskañ goulev staliañ an handelv nevez ha dibab 'Ratreañ'. Gwarantet eo enrolladur dereat an handelv nevez war ho reizhiad ganti.
Ar gwezhiadurioù eilañ-pegañ dre c'holver OpenOffice.org etrezek OpenOffice.org 2.0 a c'hallfe na erounit ket mar bez diuzet mentrezh OpenOffice.org. Er pleg-mañ, diuzit Embann - Pegañ arbennik ha diuzit ur mentrezh all pe digorit an teul end-eeun e OpenOffice.org 2.0.

Gwiriit mard ez eus esaou dieub a-walc'h e kavlec'hiad padennek ho reizhiad ha mard hoc'h eus ar gwirioù haeziñ evit al lenn, skrivañ hag erounit evit ar c'havlechiad-mañ. Kent luskañ ar staliañ, serrit an holl c'houlevioù all.

Kudennoù c'hoarvezus e pad loc'hadur ar goulev war Gnome.

Kudennoù a c'hall c'hoarvezout e-pad loc'hadur OpenOffice.org, peurliesañ en ur ober gant Gnome. En dro-mañ, nullit arventennadur argemmenn amva SESSION_MANAGER ar shell arveret da luskañ OpenOffice.org. D'henn ober, ouzhpennit al linennad "unset SESSION_MANAGER" e deroù ar skript shell soffice o chom er c'havlec'hiad [teuliad burevek]/goulev.

Daskemmadur nodrezh ar c'hetal arveriad

E OpenOffice.org e c'hall an nodrezh arveret evit skrammañ ouzh ar skramm hag ar moulladurioù bezañ amsavet gant forzh pe nodrezh staliet er reizhiad dre an arc'hwel amsaverezh nodrezhioù. Dibabit Ostilhoù - Dibarzhioù - OpenOffice.org - Nodrezhioù da haeziñ taolenn erlec'hiañ an nodrezh.

Da zaskemmañ nodrezh ketal arveriad OpenOffice.org, erlec'hiit un nodrezh all ouzh an nodrezh dre ziouer, Andale Sans UI, ha gweredekait an dibarzh Atav.

Da gaout titouroù munutaet gant ar voestad emziviz, kit da skoazell OpenOffice.org.

Berradoù klavier

E OpenOffice.org e c'hallit arverañ berradoù klavier (kedaozadurioù stokelloù) diarveret gant ar reizhiad korvoiñ nemetken. Ma ne'z a ket en-dro ur c'hedaozadur stokelloù e OpenOffice.org hervez deskrivadur skoazell OpenOffice.org e c'hallfe ar verradenn-mañ bezañ arveret endeo gant ar reizhiad korvoiñ. Da ziskoulmañ kenniñvoù ar seurt-se, daskemmit, da skouer, ar berradoù despizet gant ho reizhiad korvoiñ. Daskemmañ an darn vrasañ eus ar berradoù despizet e OpenOffice.org a c'hallit ivez. Evit muioc'h a ditouroù diwar-benn an danvez-mañ, kit da lenn skoazell OpenOffice.org pe skoazell ho reizhiad korvoiñ.

Prennadur restr

E arventennoù dre ziouer OpenOffice.org ez eo ar prennañ restr diweredekaet. A-benn e weredekaat, despizit an argemmennoù amva dereat SAL_ENABLE_FILE_LOCKING=1 hag ezporzhit SAL_ENABLE_FILE_LOCKING. Diweredekaet eo bet an enankadoù endeo er restr skript soffice.

Kemenn : ar prennadur restr a c'hall krouiñ kudennoù mar arverit Solaris 2.5.1 ou 2.7 ha Linux NFS 2.0 a-gevred. Mard eo kinniget ar c'hefluniadur-mañ gant ho reizhiad, mirit ouzh arverañ an arc'hwel prennañ restr. En em c'hennañ a ra OpenOffice.org mar klaskit digeriñ ur restr adalek ur c'havlec'hiad sevel NFS gant un urzhiataer Linux.

Boneg Tarzh daskemmet : arveret

(null)

Kendaolad

Ho kendaolad oberiat da ziorren raktres meur Open Source a zegasfe kalz da gumuniezh OpenOffice.org.

Evel arveriad ez oc'h ur c'henlabourer prizius e framm an argerzh diorren eus an heuliad burevek-mañ. Ho pediñ a reomp en em ouestlañ muioc'h c'hoazh en ur gendaolañ e oberioù ar gumuniezh war hir termen. Kit en hor strollad ha gweladennit ar bajennad dediet d'an arveriaded d'ar chomlec'h :http://www.openoffice.org

Enrollañ

Ho trugarekaat a reomp evit heuliañ an argerzhadenn izek evit marilhañ ar meziant e-kerzh e staliadur. Diret eo ar marilhadur met anaoudegezh hon defe ganeoc'h mar befe kemeret un tamm amzer a-benn henn ober rak skoazellet e vefe ar gumuniezh en he strivoù da arwellaat an heuliad meziantoù ha da respont end-eeun da ezhommoù an arveriaded gant ar stlennoù pourvezet. Da wareziñ ho roadennoù personel e vez arloadet gant ar gumuniezh OpenOffice.org ul leviadurezh dangelded strizh. Ma n'eo ket bet heuliet an argerzhadenn marilhañ e-pad staliadur ar meziant e c'hallot henn ober pa ho po c'hoant en ur vont d'ar bajennhttp://www.openoffice.org/welcome/registration20.html

Enklask gant an arveriaded

Erbedet oc'h da respont d'an enklask tonket d'an arveriaded hegerz enlinenn. Disoc'hioù an enklask a roy tu da OpenOffice.org da zespizañ herrekoc'h reoladoù o live uheloc'h a-benn profañ deoc'h ar remziad da zont eus an heuliad burevek. Da wareziñ ho roadennoù personel e vez arloadet gant ar gumuniezh OpenOffice.org ul leviadurezh dangelded strizh.

Ditouradur ar beugoù ha kudennoù kejet outo.

Lec'hienn internet OpenOffice.org a ro annez da IssueZilla, hor benveg krouidigezh danevelloù, benveg arheuliañ ha diskoulmañ ar beugoù hag ar c'hudennoù. Pedet eo pep arveriad ganeomp da reiñ kel evit ar c'hudennoù hag a vefe kejet outo war ur savenn dibarek. Reiñ kel eus ar c'hudennoù ent reizhiadel zo unan eus ar c'hendaoladoù pouezusañ degaset d'ar gumuniezh gant an arveriad evit diorren hag arwellaat arstalek an heuliad meziantoù.

Rolloù skignañ

Kavet e vo amañ dindan un toulladig rolladoù skignañ eus ar raktres mar fell deoc'h en em enskrivañ dezhañ.http://www.openoffice.org/mail_list.html

Perzhiadur da raktresoù

Degas a c'hallit ur c'hendaolad priziuz d'ar raktres Open Source meur-mañ forzh pe vefe ho skiant prenet gant ar gouleviñ pe an ergrafañ meziant. Ya, ganeoc'h-c'hwi

D'ar chomlec'hhttp://projects.openoffice.org/index.html e vo kavet raktresoù lec'hiañ, dezougen, kenlabourat hag ivez raktresoù gouleviñ. Ma n'oc'h ket diorrenour ac'hanoc'h e c'hallit kemer perzh e raktres arwerzhouriezh ha teuliadiñ. Sevenet e vez kalvezererezhioù kenwerzhel klasel ha re all taeroc'h war an dro gant raktres arwerzouriezh OpenOffice.org a-benn lec'hiañ ar meziantoù Open Source en nevid. Evel ma vez taget maezioù liesseurt, e-keñver ar sevenadur pe ar yezh, ganeomp e c'hallit reiñ skoazell deomp en ur gomz tro war dro ac'hanoc'h a-fet an heuliad burevek-mañ.

Gallout a rit reiñ skoazell deomp dre vont e-touez rouedad titouriñ ha kehentiñ arwerzhouriezh d'ar chomlec'h da-heul :http://marketing.openoffice.org/contacts.html Gallout a rit pourchas daveoù gant ar gwask, ar mediaoù, an aozadurioù foran, ar burevioù kuzuliañ, ar skolioù, strolladoù arveriaded Linux hag an diorrenourion en ho pro hag ho rannvro.

Skor arveriad

Da gaout skoazell a-fet an heuliad burevek OpenOffice.org 2.0, lennit an dielloù ma vo kavet respontoù ouzh goulennoù savet a-raok er rollad skignañ users@openoffice.org d'ar chomlec'hhttp://www.openoffice.org/mail_list.html. Mard eo gwell ganeoc'h, embannit ho koulennoù war ar rollad users@openoffice.org. N'ankounait ket d'en emskrivañ d'ar roll skignañ a-benn degemer ur respont dre bostel.

Ar skejad FAG a c'hallit arverañ er varrenn verdeiñ, war an tu kleiz war bajennad degemer OpenOffice.org. Emañ ar goulennoù savet d'an aliesañ er Foar ar Goulennoù.http://user-faq.openoffice.org/.

Penaos kregiñ ganti

Da gregiñ gant ho kendaolad, en em enskrivit da rolladoù skignañ dibabet ganeoc'h, arsellit e-pad ur mareig ha, tamm ha tamm, arverit an dielloù evit en em voaziañ gant an danvezioù niverus keweriet abaoe miz Here 2000, miziad ma 'z eo bet skignet boneg tarzh OpenOffice.org. Diouzhtu ma viot en ho pleud, kasit ur postel evit en em ginnig d'an izili all ha kemerit perzh enni. Mard eo anavezet mat ar raktresoù 'Open Source' ganeoc'h, lennit rollad an trevelloù : fellout a ray deoc'h kemer perzh e unan anezho marteze.http://development.openoffice.org/todo.html.

Ul labour plijus a hetomp deoc'h gant OpenOffice.org 2.0 ha fiziañs hon eus kejañ ouzhoc'h war al lec'hienn Internet.

Ar gumuniezh OpenOffice.org